Mont d’an endalc’had

.303 British

Eus Wikipedia
.303 British
Skeudenn ar pennad .303 British

Ur gartouchenn .303 British
Doare
Kalibr .303 / 7,7 mm
Doare korf an douilhez bourled
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Muzulioù
Ø bannadell 7,92 mm
Ø trogleuziñ 7,70 mm
Ø kolier 8,64 mm
Ø skoaz 10,19 mm
Ø korf an douilhez 11,68 mm
Ø strad 13,72 mm
Tevder ar strad 1,63 mm
Hirder an douilhez 56,44 mm
Hirder ar gartouchenn 77,2 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 10 - 12 g
Kargad poultr 3,61 g
Tizh o vont e-maez V0 761 - 844 m/s
Energiezh ar vannadell 3 265 - 3 574 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

An .303 British zo ur munision eus Breizh-Veur krouet e fin an XIXvet kantved evit an arme. Abaoe ar bloavezhioù 1960 e vez implijet evel munision sportoù tennañ nemetken.

Tresadenn ar gartouchenn (e kreiz) o tiskouez penaos e oa renket ar bizhier kordit (a-zehou) implijet e plas ar poultr du en douilhez adalek 1892.

Pa oa bet ijinet e 1888 e oa karget douilhez ar munision gant poultr du. Adalek 1892 e voe erlec'hiet gant kordit, un danvez ha ne brodu ket kement a voged. Ar c'hordit a zo aes da anavezout er munisionoù, stumm ar spaghetti zo gantañ.

Treuzkiz ar vannadell zo e gwirionez 0,311 meutad, ha n'eo ket 0,303 meutad : an anv .303 a zeu deus ledander diabarzh ar c'hanol pa vez muzuliet e nec'h e rizennoù. Dibabet e oa bet ar c'halibr-mañ peogwir e oa an hini bihanañ gouest da ehaniñ prim ul loen-kezeg o kargañ.

Kartouchenn reoliek ar British Army e voe an .303 British e-pad ouzhpenn 60 vloaz, betek 1960. Implijet e voe neuze gant kalz broioù eus ar Commonwealth ha gant broioù tost ouzh galloud Londrez.

Diwar ar c'hartouchennoù-mañ e voe amprouet ar boledoù emledus kentañ, produet goude e arsanailh Dum Dum e-kichen Kolkata (India).

Armoù an arme kambret e .303 British

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Fuzuilhoù-mindrailher ha mindrailherezed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan